Tofig

An daouad lipous diwar plant ha boued-mor

Chaokit un tofig, c’hwek ar blaz anezhañ, gant plijadur, ha grit anaoudegezh gant bed ar plant hag ar mor… D’ar galetez tofou ha riz ez eus ouzhpennet pesked ha boued-mor hag a zo o paouez bezañ pesketaet war aodoù Breizh. Ar muiañ ar gwellañ a freskter hag a vlaz !

Ankounac’hait ar mareoù diziwezh tremenet en ho kegin eta. Gant an tofigoù poazhet er baelon e pemp munut oc’h sur da gaout ur pred dibar ha kempouez. Plijout a ra deoc’h souezhiñ ho kouvidi ? Mat eo hor galetez, ne vern penaos e fell deoc’h aozañ anezho : troc’het e diñsoù en digor-kalon, bruzunet pe implijet d’ober foñs ho kichezennoù… Grit ho tibab ! Eoged mogedet, bezhin, grilhed-traezh, bouedennoù kregin-Sant-Jakez : peadra zo da zic’hoantañ ac’hanoc’h gant hor blazennoù mor.

> Voir tous les produits de la gamme OCÉALES

Top