Skañvadelloù

Ledit ur wagenn livet war ho tostennoù

Ar skañvadelloù Océales a daol blaz ar mor, un tammig, war ho predoùigoù digor-kalon ! Fardit traoù dibar ha souezhit ho kouvidi dre ledañ war ho tostennoù ur wagenn zruz ha livet a sav diwarni frond dous ar grilhed-traezh, ar bouedennoù kregin-Sant-Jakez, ar c’hranked, an eoged mogedet pe ar bezhin.

Hor skañvadelloù a vez fardet diwar boued-mor pesketaet en un doare artizanel dirak aodoù Breizh. Meskañ a reer ganto plijadur an tañva hag al lorc’h o tebriñ traoù hengounel eus ar vro. Se eo an draig ouzhpenn a blijo d’ho kouvidi…

> Voir tous les produits de la gamme OCÉALES

Top