Hiliennoù saladennoù

Ho pet plijadur o tebriñ ur saladenn gant mignoned

An hiliennoù saladennoù Soléales a zegas ur barrad freskter d’ho saladennoù a bep seurt. Penaos ? Dre ma tegasont dezho frondoù c’hwek ha madelezh liesseurt ar c’haol-garv, ar c’horiandrez, ar skaouarc’h, an tin, al linad pe ar bazilik.

Gant hon hiliennoù, dibar ha souezhus war un dro, e c’hallit kaout plijadur en-dro o tebriñ saladennoù blazet-mat ha saourus-kenañ. Da servijout hep ma vefe ezhomm da fardañ anezho, evit reiñ blaz d’ho predoù fardet war ar prim.

> Voir tous les produits de la gamme SOLÉALES

Top